Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
5 août 2015 3 05 /08 /août /2015 16:51

Aon

Korfoù goloet gant an erc'h hag astennet a-dreuz
Kezeg brein hanter-zebret ha toullgofet
Stroñs-distroñs eo ar wenodenn skornek
Ar biziou bav prest d'ober pav atav!

Hag ez eus tiez dizor didoenn
Hag ez eus kroazioù na vint biken savet
Bez e welan roudoù tan an ifern
Daeroù puilh a ruilh war va dremm

C'hoarielloù torret hag enwadet
Gwelloc'h ganin e vijen aet da zall
Stlak! Stlak! Skrampañ war an douar
Stlejañ buan aze hag ahont

Aon! Me n'am eus ket!

Ar fuzuilhoù ruset war an hent
Son ur binioù-kozh a c'hellomp
klevout o tont eus un toull-pri
Un aezhenn o nijal kuit a zindan ar c'hoad
Spont! Un tokarn war va zreid!
Glav gwad!
Banniel ar vro a stlak evel ur boled
Leun-chouk va beg gant dorn ar marv
War sav! Argad! a yud ur vouezh er foz.

 

 

Partager cet article

Repost 0
Published by poudouvre
commenter cet article

commentaires