Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
23 septembre 2015 3 23 /09 /septembre /2015 18:20


An heol a zo kuzhet 
Setu echu an deiz 
Me 'glev ar c'hloc'h o tintal an Ave 

Kousk, kousk, Breizh-Izel, bro dispar ! 
Setu an noz o tont war an douar 
Kousk, Breizh-Izel bro ker mat 
Trouz ar mor bras a sav d'az luskellat
 

Ar vesaerien a gan 
O tastum o loened 
Gwerzioù Breizh-Izel n'int ket c'hoazh kollet 

Arvor, o douar sakr 
A greiz-kalon m'ho kar 
Bro all ker kaer n'eus ket war an douar 

Ch'wezh vat gand an ed e bleun 
Hag al lann alaouret 
War ar maezioù gant ar glizh noz a red 

Partager cet article
Repost0

commentaires