Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
4 octobre 2015 7 04 /10 /octobre /2015 18:54

 

Tan ! tan ! dir ! o! dir ! tan ! tan ! dir ha tan ! 
tann ! tann ! tir ha tonn ! tonn ! 
tann ! tir ha tir ha tann ! 

Gwell eo gwin nevez 
O ! na mez ! 
Gwell eo gwin nevez 
Tan ! tan !... 

Gwell eo gwin a lufr 
O ! na kufr 

Gwell eo gwin ar Gall 
Nag aval 

Gall, dit, kef ha deil 
Dit pezh-teil ! 

Gwin gwenn dit, Breton 
A galon 

Gwin ha gwad a red 
En-gevret 

Gwin gwenn ha gwad ruz 
Ha gwad druz 

Gwad ruz ha gwin gwenn 
Un aouenn ! 

Gwad ar C'hallaoued 
Eo a red 

Gwad ha gwin evis 
Er gwall vrizh 

Gwin ha gwad a vev 
Neb a ev 

 

Partager cet article

Repost 0
Published by poudouvre
commenter cet article

commentaires