Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
1 novembre 2015 7 01 /11 /novembre /2015 15:16

E Kastell-Paol ez on-me ganet
O Kêr Santel a Vro-Leon
O parrez va c'hentadoù karet
Te zo Rouanez va c'halon!

 

Nann, n'ez eus ket, nann, n'ez eus ket
Ur barrez ken mat d'am c'halon er bed!
Me gar va c'hleuz alaouret
Va zour dantelezet!
Me gar va c'hleuz alaouret
Va zour dantelezet! 


Ur gouriz mor a zeu da walc'hiñ
Ha da drempañ hon douaroù
Pa vez ur gourlenn, pebezh dudi
Taoler ur sell war hon aochoù !

Hon tourioù kaer ha dantelezet
A bar an deiz laouen drezo
Hon iliz vras ken brav kizellet
Zo gwir Rouanez an holl vro

War dour Greiskêr gwintet en uhel
Ma soñj din klevet alies
Ar c'hilhog o kanañ en avel :
"Kastelliz, karit ho parrez !"

 

 

Partager cet article

Repost 0
Published by poudouvre
commenter cet article

commentaires