Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
14 juillet 2016 4 14 /07 /juillet /2016 06:25

 

Mintin abred on bed va unan 

Kichen chapelig Sant Mikêl 

Ha tro var dro ar vrumenn 

A stanke din prenestr ar béd. 

 

 

Avel ebed var gern an duchenn 

Na trouz ebed oa tro var dro 

Ar balan sonn er vrumenn 

Ha var ar brug perlez ar glao. 


 

Prened e oa dor ar japelig 

Med Sant Mikêl n'oa ked chaled 

Ha ni on daou er vrumenn 

Da gana brao oam n'em lak'ed. 

 

 

Mikêl ha me da vad o kana 

Eur guerz divar benn an arme 

Soudarded dall er vrumenn 

E peb korn ar Menez Are. 

 

 

Med ouz an oabl an heol a zave 

Kén splann ha 'vid ar vech kenta 

Hag eur vech sa'ed ar vrumenn 

N'oa 'med denved var ar mene' 

Partager cet article

Repost 0
Published by poudouvre
commenter cet article

commentaires