Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog
3 septembre 2016 6 03 /09 /septembre /2016 21:23

 

Mallozh d’an deiz ! Mallozh d’an noz!
D’an douar ha d’an neñv, mallozh !

Ha dreist-holl mallozh d’ar mor
A tollas e spoum en arvor!

Krediñ c’hanon ne c’houllent ket: 
Bremañ kredont, paz'eo digouet.

An den kozh dall war he varc’h gwenn 
Hag he vab, krog er c’hanabenn.

Oant o vont o taou war ar maes
Da klask plas d’ober tiegezh.

Dre ma pellae deus he vro,
An den kozh dall skuilhe daeroù.


 

Un dra poanius eo da beb oad 
N'em distagañ deus bro an tad.

En arvor 'neus 'med an haleg
A gav en peb douar he bleg.

Va mab, lavar din, ha bremañ:
E pelec’h emaomp-ni amañ ?

Tavet an avel, tomm an heol.
Stag ar marc’h ouzh ur grwizienn teaol !

Teaol amañ 'neus a nep tu.
Holl na welan ken 'med brulu.

Pelloc’h! pelloc’h!- 'me an den dall,
Douar brulu zo douar fall!

Pa weli brulu pe radenn,
Ne sav ket da di en-kichen.

Aessoc’h a vi, va kred er-vad,
'Mesk an askoll hag al linad.

An douar en-deus hon ganet.
Gant an douar eomp oll maget.

Pehini an dra gentañ, va mab,
Dle d’ober ul labourer mad ?

Hadañ a-dreuz, hadañ a-hed
Lec’h ma vo teil, a vo ed.

An dra gentañ zo kaout teil.
Holla 'ta! Honez zo an eil!

An dra gentañ zo ar c’hleuñiad.
Hep ar c’hleunioù n'ho-po netra.

Mar lezez-te da bark digor
D'al loened gouez, d’an avel-mor,

Ar pezh a vano dit e-barzh 
Na kargo ket yalc’hig ar varzh.

Araok ar goañv vo erruet,
Gant an hadaj na hasti ket.

Ar gwinizh panevet e vez
E diwanfe en un nozvezh!

Da hanter-noz, dastum an had !
Goude lugerno an tantad!

Ha me lar dit buan ez-po
Irvin kement hag ar podoù.

Mallozh d’an henchoù milliget
Ha da kement o-deuz int graet !

Pa vo kemeret war pep lec’h
D’ober henchoù, a deuo nec’h.

Pa vo kemeret war pep plas
D’ober henchoù a deuo glaz.

Neuze deuint an tokoù gwenn
Hag an trubuilh hag an anken.

Hep dale kouezho noz teñval
Hag ez ayo ar bed da fall !


 

Partager cet article

Repost 0
Published by poudouvre
commenter cet article

commentaires

Présentation

Recherche

Liens